Burns Supper


Robert Burns
(1759-1796)

Burns Supper ("Koan Burns") a reer e saozneg eus ul lid pouezus-bras e Bro-Skos a vez dalc'het bep bloaz en enor da vuhez hag oberennoù ar barzh skosat Robert Burns (1759-1796).
Burns Nicht ("Nozvezh Burns") a reer anezhañ e skoteg ; Burns Night, Robert Burns Day, Rabbie Burns Day a lavarer ivez e saozneg.
Dalc'het e vez peurliesañ e-tro ar 25 a viz Genver[1], an deiz ma voe ganet ar barzh, met da forzh peseurt deiziad er bloaz e c'hellont bezañ aozet er bed a-bezh.

Diouzh an hengoun skosat e vez kaset al lid a-fed sonerezh ha pred, hag oberennoù Robert Burns a vez dibunet a-hed an noz.

  1. (en) National Post

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search